Hywel Teifi Edwards

Hywel Teifi Edwards (15 Here 1934 – 4 Genver 2010) a oa ur skolveuriad, istorour ha skridvarnour kembreat. Arbennigour e oa war istor an Eisteddfod Vroadel.

Ganet ha desavet e voe en Aberarth, e Ceredigion, ha studier e voe e Skol-veur Aberystwyth. Kelenner kembraeg e voe en ur skol eil derez, a-raok mont da labourat da skol-veur Abertawe, e rann ar c'helenn evit an oadourien, ma oa kelenner lennegezh kembraek. Mont a reas da vezañ penn rann ar c'hembraeg er skol-veur-se, a-raok mont war e leve. E dachenn studi e oa istor an XIXvet kantved e Kembre, ha dreist-holl istor an Eisteddfod Vroadel. Kenlabourat a rae ingal gant ar skingomz hag ar skinwel kembraek, evit abadennoù war an danvez-se.

Broadelour e oa ha mont a reas war ar renk en anv Plaid Cymru evit dilennadegoù kannaded 1983, e Llanelli, ha 1987, e Caerfyrddin. Kuzulier e voe en anv Plaid Cymru en e barrez, Llangennech, e-pad 30 vloaz, hag e kuzul kontelezh Dyfed e-pad 12 vloaz. Mervel a reas d'ar 4 a viz Genver 2010 e Llanelli[1].

  1. Hywel Teifi Edwards wedi marw. Newyddion BBC Cymru. 04-01-10

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search